Mont d’an endalc’had

Lari (Jorjia)

Eus Wikipedia
Lari (Jorjia)
ქართული ლარი
Kod ISO 4217 GEL
Implijet e Jorjia estreget Abc'hazia hag Osetia ar Su
Monc’hwezh 8.2%
Andon The World Factbook, 2005 est.
Rannadur
1/100 tetri
Pezhioù 1, 2, 5, 10, 20, 50 tetri
Bilhedoù
Implijet alies 1, 2, 5, 10 lari
Implijet ral 20, 50, 100 lari
Bank-kreiz Bank broadel Jorjia
Lec'hienn www.nbg.gov.ge
1 lari
2 lari
5 lari
10 lari
50 lari
100 lari

Moneiz broadel Jorjia eo al lari (jorjieg: ლარი ; ISO 4217:GEL). Disrannet eo e 100 tetri.

Erlec'hiañ a reas Jorjia kupon lari ouzh ar roubl rusat gant ur feur-eskemm eus ur c'hupon evit pep roubl. Bilhed ebet en doa ar moneiz nevez ha n'en-doa ket disrannadurioù. Gant gourmonc’hwezh e c'houzañvas buan-tre.

D'an 2 a viz Here 1995 e erlec'hias gouarnamant Eduard Shevardnadze al lari ouzh ar c'hupon gant ur feur-eskemm ag unan milion a guponoù evit ul lari. Stabil eo chomet adalek-se.

E anv e tenn al lari eus ur ger kozh jorjiek a dalvez "teñvor", tra ma oa tetri anv ur moneiz kozh eus an XIIIvet kantved. Bez ez eus bilhedoù a 1, 2, 5, 10, 20, 50 ha 100 ha pezhioù a 1, 2, 5, 10, 20 ha 50 tetri.

D'an 16 a viz Gwengolo 2006 e oa feur-eskemm al lari

1 EUR = 2.19860 GEL
1 USD = 1.73830 GEL
1 GBP = 3.26383 GEL
1 TRY = 1.18574 GEL
1 GEL = 15.3955 RUB


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Moneizoù Europa
Kelc'hiad Euro Euro
Norzh Kurun Zanek | Kurun Faeroek | Kurun Islandat | Kurun Norvegiek | Kurun Svedek
Rannvro Valtek Kroon Estoniat | Lat Letoniek | Litas Lituaniek
Kornôg Lur Saoz | Lur Gwernenez | Lur Jerzenez | Lur Manav
Kreiz Europa Kurun Dechekiek | Forint Hungariek | Złoty Poloniek | Kurun Slovakek | Tolar Sloveniek | Lur Swisek
Reter Roubl Belarus | Tenge Kzac'hstan | Roubl Rusat | Hryvnia Ukrainiat
Gevred Lek Albaniek | Lev Bulgarek | Mark Troüs Bosnia ha Herzgovina | Kuna Kroatek | Denar Makedoniek | Leu Moldovek | Leu Roumniek | Dinar Serbiek
Kreizdouarel Lur Kiprenez | Lur Jibraltar | Lira Malta | Lira Nevez Turkia
TKaokaz Dram Armeniat | Manat Azerbaidjan | Lari (Jorjia)
Broioù nann-anavezet Roubl Trañsnistria